ar memes Tad : bugale omp oll da Zoue, ha bugale d’an Ilis : esper hon eus oll da veva assambles en Eê epad an eternite.
Doue a gommand deomp en em garet an eil eguile. Un Tad mad eo pehini a fell dezàn e ve ar peoc’h hac an union etouez e vugale.
Peguer just ha peguer ræsonabl eo ar gourc’hemen-mâ, peguen dign ef-èn eus a vadelez ha furnez an Autrou-Doue, ha peguen avantajus evidomp !
Ma ve miret mad ar gourc’hemen-mâ gant pep-unan, ma ve carante etre an oll, peguen dous ha peguen agreabl ve d’an eil beva gant eguile ! Ne ve er bed nac injustis na dislealdet, na trous na scandal, nac avi nac ambition ; pep-unan a ve prest ha pront da sicour e nessa en e ezomou ha de gonsoli en e boaniou, ar bed a ve eguis ur Barados.
2 P. Considerit penaus evit miret ar gourc’hemen-mâ e tleit caret ho nessa evel ma en em guirit hoc’h-unan, da lavaret eo, desirout ha pro-