Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/225

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
221
goude ar Pantecost.

faveuriou, ha a zisec’h ar sourcen eus e c’hraçou. Goulen a ret martese abaoue pel amser ur c’hras bennac digant Doue, hep he obteni : mæs liquit evez na ve e punition eus hoc’h ingrateri a ziaguent e refus bremâ deoc’h ar pez a c’houlennit digantâ ; commancit eta dre e drugarecat eus ar graçou en deus grêt deja deoc’h, hac e velot dre experians penaus trugarecât Doue eus ur c’hras, eo meritout graçou nevez.

2 P. Considerit penaus, evit disquez da Zoue hoc’h anaoudeguez-vad, e tleit, da guenta, ober alies reflexion voar e vadelez, voar e brovidanç, voar e garante evidoc’h. D’an eil, anaout hac anzao ez eo digantàn hoc’h eus recevet an oll madou hac an oll avantachou hoc’h eus, ha raporti dezàn an oll gloar anezo. D’an drede, ober un usach mad eus ar graçou hac eus ar madou hoc’h eus bet digantàn. D’ar bevare, caout carante evitàn hac e servicha gant fidelite. Pebes carante n’ho pe-hu quet evit ur mignon fidel pehini