en defe ho sicouret, ho proteget e pep occasion, hac exposet memes e vuez evit savetei hoc’h hini ? Mæs petra eo quemense e comparæson d’ar pez en deus grêt ho Salver adorabl evidoc’h !
Pet graç am eus-me recevet digant Doue, heb em be songet d’e drugarecât ?
Ha songet am eus-me biscoas a barfetet da drugarecât Doue d’am beza crouet evit beza eternellamant eürus gantàn en e c’hloar ?
E drugarequeet am eus-me da veza roet din e Vap uniq evit beza va redamptor ha va Salver ?
E drugarequeet am eus-me eus ar graçou-all, quen general quen particulier, am eus recevet digantàn ?
Pe sort usaich am eus-me grêt eus ar madou, eus ar speret, eus an nerz am eus bet digant Doue, n’am eus-me quet avisiou en em servichet anezo evit e offansi ! O cruela ingrateri !