Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/228

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
224
An bevarzecvet Sul

hini a dle anaout ar graçou particulier en deus recevet.



Evit an bevarzecvet Sul goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


NE illit quet servicha daou Væstr, eme hor Salver. N’en em liquit quet e poan da ouzout a belec’h ho pezo peadra d’en em vaga ha d’en em visca. Ho Tad Celestiel pehini a vag gant quement a sourci al laboucet eus an Eê, a bourveo ac’hanoc’h eus an traou-ze oll. Clasquit da guenta Rouantelez Doue, servichit Doue ervad, hac ho pezo quemense tout gant abondanç.

Sant Vaze, Ch. 6.
Meditation. Nep a servich Doue ervad, n’en devezo dienez a netra

Considerit penaus an Autrou-Doue dre e vadelez a fell dezàn ober gueneomp ur gondition pehini a so avantajus-bras evidomp ; goulen a ra hep-