Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/237

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
233
goude ar Pantecost.

2 P. Ar voyen d’e zisc’hrienna eus hor c’halon.

Evit caout câs hac horror ouz an Orgouil, considerit e effejou maleürus.

An orgouill eo a ziscaras ar goall Ælez eus an Eê, hac o strincas e goelet an ifern.

Abalamour d’an orgouil eo bet chasseet eus ar Barados terrestr hon Tad hac hor Mam guenta Adam hac Eva, hac ez int bet rentet, ii hac oll bugale, sujet da bep sort miseriou.

Ar superbite a so ur sourcen eus an oll viçou. Doue a resist ouz ar superb hac a ro e c’hraçou d’ar ra humbl.

Ar superbite a so ur poëson secret pehini a gorromp ar guella actionou, hac a ra coll ar frouez anezo.

Un arrêt eo prononcet gant Map-Doue e-unan, penaus piou bennac en em huelaï, a vezo iseleet, an nep a fell dezàn pignat re huel, a vezo confontet.

O peguen horribl eo an Orgouil,