Doctor eus al lesen, en interrogeas, o clasq e supren en e gomsou. Mæstr,emezàn, pehini eo ar brassa gourc’hemen eus al lesen ? Jesus a respontas : Caret a reot Doue eus a greiz ho calon, eus hoc’h oll speret, eus hoc’h oll ene hac eus hoc’h oll nerz. Cetu aze ar brassa gourc’hemen hac ar c’henta : cetu amâ an eil pehini a so henvel outàn : Caret a reot ho Nessa eveldoc’h hoc’h-unan. Quement tra a so ordrenet dre al lesen, ha quement o deus lavaret ar Brofetet a so comprenet en daou gourc’hemen-ze.
1 P. Peguer just eo caret Doue.
2 P. E pe fæçon e tleomp disquez dezàn hor c’harantez.
Considerit penaus ar c’henta hac ar brassa gourc’hemen en deus roet Doue deomp, eo d’e garet dreist quement tra so : Un Doue hepquen a adori, ha dreist pep tra oll a guiri. Peguer just ha peguer ræsonabl eo ar Gourc’hemen-mâ !