Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
242
An trivec’hvet Sul
Evit an trivec’hvet Sul goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.
Ud vad ha carantezus a zougas hac a bresantas da Salver ar bed un den clàn pehini a oa paralitic, da lavaret eo, seyet, hac a oa gourveet voar ur guele. Jesus o velet ar feiz o devoa, a lavaras d’ar paralitic : va map, ho pet fizianç ha quemerit couraich, ho pec’hejou a so pardonet deoc’h. Goudeze e lavaras dezàn : savit, douguit ho quele, hac iit d’ho ty. An den-ze en em gavas er moment-ze yac’h ha dispos : ober a eure ar pez a oa ordrenet dezàn, hac ar bobl o velet ur miracl quer bras, a rentas gloar da Zoue.
Sant Vaze, Ch. 9.
Meditation voar an dispositionou gant pere e tleomp caout recours ouz Doue evit beza chelaouet.
Ret eo en em adressi dezàn gant fi-