Peguer consolant eo ar virionez-ma ! Pebes couraich na dle-hi quet da inspira da ur pec’her !
Cridi a ràn, va Doue, hoc’h eus ur guir volonte, ur guir desir d’am fardoni ha d’am savetei, mar caràn distrei ouzoc’h : perac eta e taleàn-me ur moment d’en em deul etre divrec’h ho misericord infinit ? Pebes consolation douçoc’h evidon, eguet ho clevet-hu o lavaret din evel ma leverzoc’h d’ar paralitic : va map, ho pec’hejou a so pardonet deoc’h.
Ho fizianç e Doue a dle chasseal eus ho calon pep disesper, mæs ne dle quet ober deoc’h coueza er bresomption. Doue a fell dezàn ho savetei, mæs goulen a ra ma labourot ive evit ho silvidiguez, rei a ra deoc’h e c’hraçou, deoc’h eo ober un usaich mad anezo. Ar c’hraç ne vanq quet deoc’h, mæs na vanquit-hu quet oc’h-unan d’ar c’hraç ?
Evidoc’h-hu, eneou fidel, mar en em guivit nec’het gant poaniou-speret, tourmantet gant tentationou, heb