Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/252

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
248
An naontecvet Sul


Evit an naontecvet Sul goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


ROuantelez an Eê, eme hor Salver, a so hênvel ouz ur Roue pehini a gonvias cals a dud da eured e Vap, evit pehini e reas prepari ur banquet caër. Mæs unan o veza en em bresantet hac en em lequeet ouz taul heb ar saë a eured, heb ur guiscamant deread, ar Roue a ordrenas e lacât er mæs, hac e deul en ur prison têval, e zaouarn hac e dreit amarret.

Sant Vaze, Ch. 22.
Meditation voar an Ifern.

1 P. Beza ez eus un Ifern.

2 P. Ar poaniou a andurer eno n’o devezo biquen fin.

An Eê eo ar banquet-ze da behini omp oll galvet, mæs ar re a bretand antren ennàn heb caout ar saë a eured, da lavaret eo, heb beza e stad a c’hraç, a so precipitet en Ifern.