Ar brassa Sænt o deus crenet gant aon rac an Ifern ; pe seurt santimanchou a dleàn-me da gaout me pehini ne doùn nemet ur pec’her ?
Ma teufe un Æl da ziscleria din e ve ret tremen va buez er rusta pinigen evit en em breservi dious poaniou an Ifern, ha mancout a raen-me d’e ober ? Doue a c’houlen neubetoc’h diguenê, goulen a ra ma renoncin d’am goal inclination, d’an ataich dereglet-ze, d’an accustumans maleürus-ze am eus, ha n’er gràn quet ; pe seurt fin eta a esperàn-me da gaout ?
O va Doue, meritet am eus an Ifern, eno e tlefen beza o lisqui, mar ho pije va zretet evel ma veritàn. Quellies a bec’het marvel am eus commetet, quellies a veich em eus meritet beza brecipitet en tàn devorant ze. Va freservet hoc’h eus dre ho misericord eus ur maleur quer bras, ha rei a rit din an amser da ober pinigen. Pebes graç, bebes faveur eus ho perz, pebes sujet evidòn-me da labourat evit repari an amser dreme-