Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/257

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
253
goude ar Pantecost.

2 P. Ar voyen da ober un usaich mad anezo.

Considerit penaus da guenta an afflictionou a zistag hor c’halon diouz ar bed. Disquez a reont deomp peguer væn hac inutil eo an traou crouet, pa ne dint quet capabl d’hor sicour ha d’hor c’honsoli.

Ober a reont deomp caout recours ouz Doue, ha clasq hor c’honsolation en Eê, pa n’e c’hevomp quet voar an douar. Ar Prinç-ze ne vije quet eet da gavout Jesus-Christ, ma ne vize quet bet clàn e vap, pa ne vet-ze nac èn, nac e vap, na tud e dy n’o devije quet bet an eur da anaout Salver ar bed. Alies e ancouaomp Doue er brosperite, mæs an affliction a ra deomp distrei outàn. Da beguement a Sænt eo bet an affliction ar penncaus eus o silvidiguez !

D’an eil, an afflictionou a so ur merq eus a garante Doue evidomp. Pa hon afflich er bet-mâ, ur merq eo e fell dezàn hon espern er bed-all : fournissa a reont ive deomp un occa-