Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/263

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
259
goude ar Pantecost.

Peguement a dleomp-ni d’e batiantet da veza hor gortoet queit amser, ha roet deomp ar spas d’en em anaout ha da ober pinigen ?

Ingrat oump e quênver an Autrou-Doue, e offanci a reomp bemdez, ha cousgoude, ne zeu quet d’en em vengi na d’hor punissa. O caout mil moyen d’hor c’holl, en deus ar vadelez d’hor suporti, ne hean hoc’h ober vad deomp, hac hor c’harga a ra bepret eus e faveuriou.

Admiromp ha meulomp e batiantet, e zousder, e vadelez, ha rentomp dezàn actionou ha c’hras.

2 P. Considerit penaus ar pez a ra Doue en hon andret, a dle disqui deomp ar pez a dleomp da ober hon-unan e quênver hon nessa ; ha cousgoude hon eus poan oc’h en em suporti an eil eguile ; ne allomp quet anduri an distera tra gant hor breudeur, ne fell quet deomp souffr ur goms hepquen, beza ez omp impatiant, colerus, venjus, cruel, evit traou pere ne dint netra pe casi netra.