Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
261
goude ar Pantecost.
Ne doùn-me quet rust e quênver ar re a so dleourien din, n’o foursuàn-me quet gant rigor, ha memes en amser n’emaïnt quet e stad da bêa ?
O va Doue, ma zreti a reot er memes fæçon ma em bezo tretet va bredeur ; grit din eta dre ho craç o suporti gant douçder ha gant patiantet, evel ma em suportit hoc’h-unan, evit ma allin caout graç ha misericord dirazoc’h.
Evit an eil Sul varn-uguent goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.
R Farisianet a gassas tud da gaout hor Salver evit e surpren en e gomsou, en ur c’houlen out-àn hac èn oa ret pêa an tribut da Cesar. Jesus oc’h anaout o goall intantion, a lavaras dezo : perac e clasquit-hu va surpren ? Disquezit din ar mony a roer evit an tribut. Ar re-mâ o veza presantet dezàn ur pez arc’hant, Jesus a c’houlennas : Imaich piou eo