E pet occasion n’oùn-me quet manquet da ober vad d’am nessa, da renta servich dezàn, d’e sicour, d’e gonsoli, d’e asista en e necessiteou corporel ha spirituel ?
Va Doue, c’houi hoc’h eus va c’hrouet, roet hoc’h eus din ar vuez ha quement mad am eus, ha ne heanet oc’h va c’harga a c’hraçou hac a zonæsonou. Va oll buez ne ve quet re evit ho trugarecât eus ho madelezou ; he implija oll am bize dleet d’ho caret, d’ho meuli ha d’ho servicha. Mæs allas ! an neubet a reflexion am eus grêt voar an obligationou infinit am eus deoc’h, a so bet caus eus va neubet a anaoudeguez-vad hac eus va neubet a garantez evidoc’h. Pardonit din va neglijanç ha va ingrateri. Me a guemer hirio ar resolution da ober, da viana ur veich an dez, reflexion voar ar graçou general ha particulier am eus recevet digueneoc’h, evit en em excita d’ho caret ha d’ho servicha gant muy a ferveur. Hac evel ne allàn quet caout