R virionez incontestabl eo penaus ne deomp quet capabl heb ar sicour eus a c’hraç an Autrou-Doue, da ober an distera mad evit hor silvidiguez, non-pas memes da gaout ur sonch vad ac’hanomp hon-unan ; ne allomp quet c’hoas sortial eus ar stad deplorabl a bec’het, na trec’hi hon inclination direglet, nemet dre ar sicour eus e c’hraç.
Voar an necessite-ze hon eus a c’hraç Doue e pep occasion, eo fontet an necessite eus an oræson, pehini eo ar voyen en deus Jesus-Christ etablisset e-unan evit e obteni. Dre-ze ivez an Ilis a bropos d’e vugale an oræson evel ur voyen puissant da lacaat da zisquen o c’halonou ha conservi enno er c’hraç divin-ze, pehini a so buez o ene.
An Tadou Santel eus an Ilis o deus recommandet dreist pep tra an oræson mental, da lavaret ê, an oræson a galon, pe ar veditation, pehini a henvont alc’hue an Eê, ar mân pehini a ranferm an douçder eus an oll vertuziou, ur sourcen eus an oll graçou hac eus an oll madou eus ar vuez spi-