Spirituel, hac a so expliquet e hiroc’h comsou ha scleroc’h e levr an introduction d’ar Vuez Devot er bagen 95.
Mar en em roet evelhen a galon vad da ober Meditation, ec’h esperàn eus a visericord an Autrou-Doue e communico deoc’h an donæsonou a oræson pehini ho sicourou meurbet da gundui ur vuez devot ha fervant, hac e quefot cals a gonsolation en Exerciç santel-mâ.
ENEAT Pap pevarzecvet eus an hano, d’hor Breudeur Venerabl Esqueb ha Preladet, Salut ha Benediction Apostolic.
Evel ne deus quet evit an dud pere o deus ar maleur da veza privet eus an entretien familier hac eus ar gommunication intim gant Doue, a voyen a guement a vez profitaploc’h dezo ha necesseroc’h evit receo e sclerigen hac e inspirationou, evit en em c’horren betec ennàn dre desirou devot ha fervant, evit en em unissa gantàn dre affectionou santel, evit operi o silvidiguez, eguet an oræson, pehini a so evel ur squeul misterius dre behini an ene en em c’horen eus an douar bete’n Eê, pehini a so un enclasq eus an traou celestiel, un desir eus ar madou invisibl, un union gant ar Speret-