Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/286

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
282
Indulgeançou evit

guech ma ma recevint ar Gommunion santel gant ur speret a vir binigen, ha ma observint ar c’honditionou hon eus lavaret, da ouzout eo, disqui d’ar re ne ouzont quet ar fæçon da vidita, pe asista en Instructionou-ze.

Ouspen e accordomp Indulgeançou Plenier ur veich bep miz d’ar re a raï assidu an Instructionou-ze, ha d’ar re a asisto enno, pere gant ur speret a vir binigen a recevo ar Gommunion santel hac a offro da Zoue pedennou fervant evit an Union etre ar Brincet Christen, evit Extirpation an Herisiou, evit Exaltation an Ilis Santel hor Mam. An Indulgeanç-mâ a allo beza gouneet d’ar choas ha d’ar gommodite eus a bep-unan, hac a allo beza appliquet d’an Eneou fidel decedet.

Accordi a reomp c’hoaz ur veich bep miz Indulgeanç Plenier d’ar re pere epad ur miz a raï bemdez un hanter-heur, pe da neubeta, ur c’hard-heur a oræson mental, pere e guirionez penitant, ha goude beza cofessaet o fec’hejou, a recevo ar Sacramant adorabl, hac offro da Zoue pedennou fervant evit an Union etre ar Brincet Christen, evit Extirpation an Herisiou, evit Exaltation hor Mam Santel an Ilis. Applica a allint ivez an Indulgeanç-mâ d’an Eneou eus ar Purgator, etc. Roet e Rom e Santes Mari Majeur, d’ar c’huezecvet a viz