Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/288

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
284
Instruction

Da guenta, mar gouzoc’h lenn, n’hoc’h eus nemet lenn poset ar Veditation evel ma zeo merquet el Levr, oc’h en em arreti voar ar pez a raï muy a impression voar ho calon hac excita en hoc’h ene ar memes santimanchou devot a remercot.

Ma ne ouzoc’h quet lenn, e alfac’h martese songeal n’ho pe quet avoalc’h a speret hac a squiant evit ober oræson. Voar guemense e livirin deoc’h penaus en em blich an Autrou-Doue oc’h en em antreteni gant an eneou simpl hac humbl, ha penaus cals a simplicite a so un disposition guelloc’h evit ober oræson, eguet n’e d’ê cals a squiant !

Mæs lavaret a alfac’h c’hoas penaus na illit nemeur a veich clevet ul lectur devot evit ober ar sujet pe ar matier eus ho Meditation. Evit respont d’an difficulte-ze, hac evit miret n’ho pezo muy digarez ebet, e livirin deoc’h penaus commançamant an oræson a so bepret ar memes, da lavarat eo, e commancer pep oræson dre en em lacât e presanç Doue, ha dre c’houlen digantàn ar sclerigen hac ar c’hraç da ober un oræson vad.

Ar fin eus an oræson a so ive bepret ar memes, da lavaret ê, en ur achui pep oræson, e ranquer trugarecât Doue eus ar santimanchou mad en deus roet deomp enni, ha goulen digantàn an nerz hac ar gouraich da bratica ar resolution hon eus que-