evit ho coll, gret eus ho coste ho possibl evit en em savetei, oc’h en em servicha eus ur voyen quer mad ha quer puissant evit assuri ho silvidiguez, evel ma ze ar Veditation. Pebes graçou na dennot-hu quet varnoc’h epad ho puez dre an exerciç santel-ze, ha pebes consolation na guefot-hu quet en heur eus ho maro ? En heur diveza-ze e carac’h beza grêt bemdez oræson, comancit eta eus a vremâ.
Ne guefot quet amâ a Veditationou evit Goueliou Nedelec, Gouel ar Rouane, Goueliou an Itron Varia, etc, cavout a reot e Levr buez ar Sænt Reflexionou evit an deiziou-ze pere a servicho deoc’h da sujet a oræson.
Ne d’ê quet cousgoude necesser prononç ar c’homsou, mar quirit, e allot en em gontanti d’o lavaret interieuramant a galon.
Ar merq-mâ * pe ar Stereden pehini a guefot amâ, a sinifi penaus e tleit en em arreti eno un tamig, spaç ur Bater pe voar an dro, evit imprima dounoc’h a se en hoc’h ene ar virione-ze, pe evit excita muy-oc’h-muy ar santimanchou mad-ze en ho calon,