Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/300

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
296
Meditationou.

, hac evit receo e setanç diveza evit ar Barados pe an Ifern.

Pebes follantez cherissa ha caret quement ur c’horf pehini a dle beza magadurez ar prênvet, pehini a vezo souden goude ar maro ur c’haing flerius, hac a raï euz hac horror d’am brassa mignonet ! Mæs peguen disquiant oùn-me o chom heb songeal er gont rigourus a dleàn da renta d’ar Barner souveren !

3 P. Mar doùn cavet dign eus ar Barados, e vezo evit jamæs. Ah, pebes eur-vad ! Mar doùn condaounet d’an Ifern, e vezo evit birviquen, evit un eternite. Allas, pebes maleur ! Ah Eternite ! Eternite a valeur, peguen horribl ou-de ! Beza eürus eternellamant : beza maleürus eternellamant ; quemense ne verit-èn quet e songen ennàn a barfetet ?

O va ene, sonj alies en eternite, pa jeo eno e quivi da vir eürusdet pe da vir maleur. Eno eo e tlees erruout abred pe ziveat, goude beza bet tremenet neubet amser voar an douar.



MEDITATION.
A Salvet e vezin-me ?


EVit ober va silvidiguez, ret eo songeal enni, ret eo pratica ar vertu, ober œuvrou mad ha douguen va c’hroas. N'em bezo quet ar Barados evit netra, ret eo e c’hou-