Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/308

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
304
Meditationou.

heur direza. Resolvet oùn da repari ma fautou, ha d’en em disposi dre ur vuez christen da ur maro mad ha santel.



MEDITATION.
Voar ar Maro eürus.


COnsiderit peguen douç eo mervel da nep en deus bevet erfad.

Ar maro pehini a so quen terribl d’ar bec’herien, a so d’ar re just ur sujet bras a consolationou hac a joa.

Ar peoc’h eus o conscianç, an esperanç hac an desir da velet Doue en Eê, a ro dezo ur joa vras. Ar sonch eus o œuvrou mad ne d’ê quet evite ur sujet a vanite, mæs ur sujet a fizianç e misericord an Autrou-Doue, hac a ra dezo esperout penaus goude ma en deus grêt dezo quement a c’hraçou en o buez, n’o abandono quet en heur ar maro.

Doue eus e gostez o c’honsol, a ro dezo graçou caër, a laca en o ene ur feiz parfet, un esperanç ferm, ur garantez ardant, hac a ra dezo santout en o c’halon un douçder pehini a so un tânva eus a eürusdet an Eé.

Mervel a ràn, eme ur C’hristen mad en e heur diveza, mont a ràn da guitât an douar evit mont d’an Eê ; sortial a ràn eus va exil evit distrei d’am bro ; mont a ràn d’al lec’h a repos, d’ar Rouantelez a beoc’h, d’ar Palæs a c’hloar, mont a ràn da veza delivret eus a boaniou miseriou ar vuez-mâ ; ne