lesit quet da vont da goll ar pez a so coustet quement deoc’h. Va barnit bremàn, va c’hondaonit da souffr ar poaniou a blijo digueneoc’h, hac e ve epad va oll buez ; mæs grêt din graç ha misericord en heur ar maro.
1. P. Peguer caër eo ar Barados.
2. P. Ar pez a dleomp da ober evit e c’hounit.
Onsiderit peguer caër eo ar Barados, Palæs an Autrou-Doue, an Trôn eus e c’hloar, ar pen œuvr eus e vanifiçanç, ur plaç a blijadurez e pehini e jouis ar Sænt eus un eürusdet eternel, o velet Doue faç-a-faç, oc’h e gontempli, oc’h e garet ahed un eternite heb fin.
Un Doue eo da behini ar bed-oll n’en deus coustet nemet ur goms, pehini a implich e oll buissanç evit renta parfetamant eürus e servicherien fidel.
Represantit eta d’ho speret ar c’haëra traou hac ar c’haëra compagnunez a illit da gompren, ha livirit goudese : ar Barados a so infinimant caëroc’h evit quemense.
An Abostol sant Paul, goude beza bet