Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/318

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
314
Conferanç santel.

e tisquennàn en Ifern : consideri a ràn an oll dourmanchou eus ar re daounet, hac e lavaràn din ma-unan : cede aze ar plaç e pehini e tliez beza, cede ar pez hac’h eus meritet ; desq anduri poaniou ar bed-mâ, ma ne fell quet did souffr poaniou eus ar bed-all. Ar reflexion-mâ a ro din nerz ha couraich da zouguen va c’hroas ha da labourat evit ma silvidiguez.

Ar bevare a ajoutas : evidon-me, en em imaginàn beza voar Menez Olivet gant Jesus-Christ hac e Zisquibien, hac er c’hlevàn o lavaret din : chom en c’hompaignunez : en em renq etouez va Disquibien : cheleo va c’homsou ec’his ar Vadelen aseet ehars ma zreit : desq guenême penaus ez oùn douç hac humbl a galon. Cetu aze ar guentel a ra din.

Ar pempvet a exposas ar reflexion en devoa custum da ober. Consideri a ràn, emezàn, an Ælet pere a zisquen eus an Eê evit silvidiguez an dud : admira a ràn ar zêl ardant o deus, hac e concevàn un desir bras da labourat evit ma silvidiguez hac evit silvidiguez va nessa. Deport a ràn bemdez ar maro, hac e lavaràn da Zoue : Va c’halon a so prest, va Doue, va c’halon a so prest. Ma guervel a reot, hac e respontin deoc’h : cetu me amâ : ha ret eo mervel ? contant oùn.

Ar c’huec’hvet pehini a ioa un den a ga-