obligationou hac an difficulteou eus a bep stad ha guelit ha c’hui so capabl d’en em acquitta ervad eus an obligationou-ze.
Quemerit c’hoas cusul digant ur c’hovesour pe un directeur mad. Chelaouit an avisou fur a roï deoc’h ho querent, mæs chelaouit muy c’hoas mouez an Autrou-Doue eguet hini ho querent. Ma ne doc’h quet galvet gant Doue d’ar stad a broposont deoc’h, hac ind-ii a roï deoc’h graçou evit en em savetei ennàn ? Hac ho tenna a raint-ii eus an ifern, pa viot en em brecipitet ennàn evit plijout dezo ?
Goude beza goulennet sclerigen digant Doue ha quemeret avis ho Tirecteur, mar gouelit e veac’h galvet d’ar stad a briedelez, considerit an dispositionou a dleit da gaout evit ober un eured mad, eürus ha santel. Da guenta, songit da gonservi bepret un intantion bur ha chast, songit da zimizi non pas evit ho contantamant nac evit ar blijadur, mæs abalamour ma credit beza galvet gant Doue d’ar