stad-ze, ha ma esperit ober quent ho silvidiguez ennàn, evit ne raec’h en un all.
D’an eil, seul ma tostaï an amser da eureugi, redoublit ho pedennou evit tenna graç Doue var hoc’h eured. Songit hoc’h eus ezom eus a gals a c’hraçou evit beva ervad er stad-ze ; pep stad en deus e boan, hac ar stad a Bridelez ne deo quet an hini en deus an nebeuta ; poan so gant bugale pa vent bian, hac alies muy c’hoas pa vent deut bras ; speret an eil pried ne deo quet bepret henvel ouz speret eguile.
D’an drede, bezet e stad a c’hras pa recevot Sacramant a Briedelez : ur sacrileich eo e receo e stad a bec’het marvel, hac en em briva eo eus an oll graçou a dleffac’h da receo en hoc’h eured.
D’ar bevare, tremenit devez an eured gand modesti, gant temperans, en ur fæçon christen.
Peguen neubeut a zeu da zimizi gant an dispositionou-ze ! Ha soueset e