Consider amâ, va ene, ar vadelez eus a Jesus e quenver e servicherien pere en em guef en danger ; querquent ha ma cleo mouez e Ebestel, e teu d’o sicour ha d’o c’honsoli, lavaret a ra dezo ne dleont caout aoun ebet pa edont gantàn, ha lacât a ra dre e goms ar peoc’h hac ar c’halm en o sperejou.
O peguer mad eo esperout e Jesus, ha lacât e fizians ennàn ! car piou en deus-èn pedet a vir halon, ha ne d’eo quet bet chelaouet ? Piou en deus bet recours dezàn en e ezom, ha ne d’eo quet bet sicouret ?
Querquent ha ma santit an dentation, ha recours hoc’h eus-hu da Zoue dre ar beden ?
Ha fizians hoc’h eus-hu ennàn ?
Ha ne d’eo quet eus an defaut a fizians e teu ho tigonfort hac ho tigourajamant ?
Elec’h lacât ho fizians e Doue n’en em abandonet-hu quet heb resistans ebet d’an dentation, da adversour ho