Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/50

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
46
Ar pempvet Sul

P e d e n.

O va Doue, quemer a rit patiantet guenê en despet d’an defautou a voelit enòn, en despet d’an offançou a gometàn en hoc’h enep, en despet d’am ingrateri en hoc’h andret ; peguer mechant benac ez oùn, em souffrit, em c’hirit, e rit vad din. Grit dre ho cras ma teuin da imita un exempl quer caër a batiantet hac a vadelez.



Evit ar c’huec’hvet Sul goude ar Rouane.
Abrege eus an Aviel hirio.


ROuantelez an Eê, eme hor Salver d’e zisquibien, a so hênvel euz ur c’hreunen seneve pehini a hader en ur parc, ar c’hreunen-se a so ar biana eus an oll hadou ; mæs pa vez cresquet, e teu da veza brassoc’h evit an oll lousaou all, hac e teu da veza ur voênn en hevelep fæçon ma tisquen laboucet an Eê da reposi var he brancou. Rouantelez an Eê, c’hoas