Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/59

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
55
Evit Sul ar Septuagesim.

Ma ne d’oc’h quet bet quen eürus-se d’en em rei oll da Zoue e commançamant ho puez, commancit da viana eus a vremâ ; beza ez eus recompançou evit ar re memes pere ne doant da vinien an Tad a famill nemet d’an diveza heur eus an dez, da lavaret eo, pere ne gommansont beva ervad nemet var fin o amser. Repari a illit an amser gollet, dre ho clac’har dre ho taëlou, dre ho ferveur, dre ho carantez ardant evit Doue.

Evit en em excita da servicha Doue gant ferveur, en em interrogit bremàn, ha grit-èn a amser-da-amser en ho puez. Evit petra emaoun-me er bed ? Respontit hoc’h-unan : evit servicha Doue ha gounit ar vuez eternel.

Ha cridi allàn-me e antreïn er barados heb ober netra ? Respontit : allas ! ne allàn quet e gridi, heb en em drompla va-unan.

Petra a garren-me beza grêt en heur ar maro ? Respontit :

Peguement a sourci, a boan, a