ne dremenint quet. Sant Lucas, Chabist 21.
Considerit penaus da fin ar bed, goude cals a signou bras hac horribl pere a raï dan dud dizec’ha gant spont, an tan o couezan eus an Eê evel un diluich, a zevo hac a lacaï en poultr hac e ludu quement tra a so var an douar.
Varlec’h an diluich-se a dàn, e ressuscito an oll dud, hac ous ar son a raï an Æl gant e drompil, e comparissint e traounen Josafat.
Jesus-Christ ar Barner Souveren a zisquenno eus an Eê gant e groas dirazan, pehini a vezo un ansaign a c’hraç evit ar re vad, hac un ansaign a rigor evit ar re fall ; separi a raï ar re just dious ar re vechant, o lacaat darn en tu deou, ha darn all en tu cleiz. Digueri a rai Levrou ar Goustianç : rei a raï da anaout sclær ha patant d’ar bed-oll maliç ar re ve-