Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/66

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
62
Evit Sul ar Quiquagesim.

mor eus e Bassion, quen evit hon angagi da bellaat dious an direglamanchou hac ar folenteou quer commun en amser-mâ, quen evit hon excita d’en em opposi d’an disurzou-ze, ha d’o c’hombati dre hon exempl-vad, dre an exercisou eus ur guir devotion.

Cetu eta hirio daou anseign savet ; unan eus a zibordamant ar bed, hac eguile eus a Bassion Jesus-Christ : dindan pehini anezo e fell deoc’h-hu en em renca ?

Ha c’houi a falfe deoc’h heulia ar bed hac e gustum milliguet ? Na gomprenit-hu quet peguen direson ha peguen impi eo an disurzou-ze ? E guirionez hac evelse eo en em zisposer da dremen ervad ar c’hoaraïs ? Hac en em zisposi a reer d’ar binigen dre an dibauch, d’an temperans dre ar gourmandis, ha d’ar vertu dre ur vuez disordren ha payen ?

Ha songeal a rit-hu penaus demerc’her an Ilis a lavaro deoc’h ar c’homsou-mâ : Ne deoc’h nemet poultr