Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/69

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
65
Evit Sul ar Quiquagesim.

N’hoc’h eus-hu quet heuliet custumou fall ar bed ?

O va Doue, roit din sclerigen evit anaout muy-oc’h-muy dallentez ar bed !

Ra vezin fidel deoc’h, o va Jesus, e peb-lec’h hac e peb amser ! Peguen eürus e ven-me, ma roen deoc’h en deiou-mâ ur merq eus ma fidelite hac eus va c’harantez !

Chelaouit e goelet hoc’h ene petra a c’houlen Doue digueneoc’h.

Guelit petra hoc’h eus da respont dezàn, ha peseurt resolution a fell deoc’h da guemeret.



Evit Merc’her al Ludu.
Meditation var ar sonch eus ar maro ha var ar profit a ellomp da denna anezàn.


COnsiderit penaus intantion an Ilis er ceremoni santel eus al Ludu eo digass sonch deomp eus ar maro ; en ur lavaret da bep hini ac’hanomp : Memento homo, etc. da lavaret eo,