pere am avertis avoalc’h n’am eus muy cals amser da veva.
2 P. Evit ma vezo ar sonch eus ar maro profitabl evidoc’h, livirit deoc’h hoc’h-unan : mervel a rin : ar c’horf-mâ a behini e quemeràn quement a sourci a vreino hac a vezo rentet e ludu : ar bed ne vezo muy netra evidòn : ancouet e vezin ennàn evit bepret. Mar quivit ar sonch-ze trist ha c’huero, ar feiz hac an esperans en dousaï hac en rento consolant evidoc’h.
Ne d’eo quet avoalc’h songeal e teui ar maro, ret eo songeal e teui souden. Ar vuez-mâ a so ber : tremen a ra evel ur squeud ; ar maro ne ell quet eta beza pell diouzomp. Livirit eta alies deoc’h hoc’h-unan : ar bloas-mâ, ar zun-mâ, en deiz-mâ a ell beza an diveza eus va buez. Guelet a ràn re-all o vervel pere a oa quer yaouanc ha quen dispos ha me. Meur a hini a vez surprenet gant ur maro subit e creiz o nerz hac o brud. Ar memes tra a ell erruout guene-me ;