Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/78

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
74
An eil Sul


Evit an eil Sul eus ar C’hoarais.
Abrege eus an Aviel hirio.


JEsus a bignas voar menez Thabor gant tri eus e Ebestel, Sant Per, Sant Jacques ha Sant Yan, hac en em dransfiguras en o fresans : e visaich a zeuas da veza scler ha brillant evel an heaul, hac e viscamant guenn evel an erc’h. E Ebestel a velas er memes amser Moyses hac Elii ous en em antreteni gantâ. Sant Per leun a admiration hac a joa a lavaras : Ô va Salver, peguen agreabl ha peguen dous eo beza amâ ! peguen eürus en em guevomp-ni ! ha mar plich guéneoc’h, ni a savo amâ tri Zabernacl, unan evidoc’h unan evit Moyses, hac un all evit Elii. N’en devoa quet achuet mad e goms, ma voent goloet oll gant ur goabren gaër ha brillant, a behini e sortias ur vouez scler ha divin pehini a lavare : Cetu aze va Map muia caret, an objet eus va c’harantez hac eus va c’hompIesans, chelaouit-èn. Jesus a zifennas outo dis-