Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/79

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
75
eus ar C’hoaraïs.

cleria abars e Resurrection ar pez o devoa guelet.

Sant Vaze, Ch. 17.
Meditation. Doue a ra d’e servicherien fidel santout er bed-mâ memes ur joa interieur hac un douçder celestiel.

Adorit ha meulit hor Salver pehini evit hor c’hourachi d’e servicha gant fidelite, a ro deomp er Myster-mâ eus e Dransfiguration ur merq eus e c’hloar hac eus an hini a brepar d’e servicherien ebars en Eê ; hac a zisquez deomp ouspen penaus e ra dezo santout er bed-mâ memes plijadurezou pur, dous ha consolant.

Doue ne zeport quet ar vuez-all evit recompanci e servicherien fidel, carga a ra er vuez-mâ o ene eus ur peoc’h, eus ur joa pehini a santer gouell evit ne aller e explica.

Peguer bras eo, ô va Doue, eme ar Profet, peguer bras eo an douçder hoc’h eus reservet d’ar re o deus ho toujanç ? Pebes douçder eta na rit-hu