2. P. Considerit erfin ar setanç a brononço ar Barner Souveren a enep ar re vechant : iit, emezâ, iit, tud milliguet, d’an tàn eternel, pehini a so preparet evit an drouc-speret hac ar re o deus e heuliet. Quer buan goude an Arret prononcet, an douar o tont da zigueri en un taul dindan o zreit, e vezint precipitet en Ifern corf hac ine evit devi eternellement. Pebes horrol, pebes disesper ! Consider, ô va ene, an eternite-ze ! O Eternite, Eternite a dourmanchou, te a so serijus hac horribl !
Chelaouit er chontrol ar setanç favorabl a recevo ar re vad : deut, eme Jesus-Christ, deut tud beniguet gant va Zad, deut da guemer possession eus ar Rouantelez a so preparet deoc’h. Pignat a raïnt neuse gantàn en Eê, evit jouissa eus un eürusdet eternel. Pebes graç, pebes recompanç !
Ha songeal à ràn-me alies penaus un deiz e rentin cont da Zoue eus va