Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/84

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
80
An drede Sul

deffe grêt deoc’h, ma teufe an den-ze d’hoc’h offanci adarre, ne gafac’h-hu quet an eil offans goassoc’h c’hoas evit ar chenta ? ha ma ho pe-hu grêt hoc’h-unan quement-all da ur re benac, n’en em gredac’h-hu quet indign da veza pardonet ?

An affeil a rend ouzpen-ze difficiloc’h conversion ar pec’her, abalamour, da guenta, ma teu e galon da veza insansiploch ha caletoc’h ; d’an eil, Doue dre ur bunition just a zeu d’e briva eus e c’hraçou special, a bere ez eo en em rentet indign dre e ingrateri ha dre an disprijans en deus grêt eus ar c’hras hac eus ar pardon en devoa recevet, ; d’an drede, an drouc-speret o veza cavet ar voyen da zistrei en e ene, a zeu d’e denti goassoc’h ha da redoubli e effort gant aoun na ve chasseet adarre.

2 P. Considerit ar moyenou pe remejou evit en em breservi dioc’h an affeil. Ar c’henta, beillit ha bezet bepret voar evez gant aoun na veac’h surprenet gat an drouc-speret ; na songit