Mar doc’h nec’het gant hoc’h afferiou pe gant ho tle, da biou hoc’h eus-hu recours ? Marteze d’ho mignonet ha d’ho protectoret, heb songeal da recommandi hoc’h afferiou da Zoue, pehini a zispos a bep tra.
En ho clênvejou ne glasquit-hu quet pep sort remejou, heb songeal marteze er Medicin souveren pehini hepquen a ell ho parea, hac heb pehini an oll remejou a so inutil ?
Mar doc’h paour, na liquit-hu quet ho fizians e certen tud charitabl, ha mar deuont-y da vancout pe da vervel, n’em em abandonit-hu quet d’an dristidiguez ha d’ar chagrin, o cridi hoc’h eus collet tout, heb songeal penaus an Autrou Doue en deus en e denzoriou peadra da bourvei d’hoc’h oll ezomou.
O va Doue, peguer mad ha peguen dous eo en em reposi voar ar sourci eus ho providans ! Sul-vuy e lequeomp hor fizians enoc’h, seul-vuy a sourci hoc’h eus ac’hanomp.
Ma Doue, c’houi a so va Zad, leun