Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/94

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
90
Ar Sul ar Bassion.

Ah ! va ene, ha contempli a elles-de e boaniou quer criz, hep beza touchet ha mantret gant glac’har ?

Gouelit pe seurt action a c’hras a fell deoc’h renta d’ho Redemteur divin ; gouelit dre be seurt carante e tesirit pêa ar garante infinit en deus bet evidoc’h. Petra fell deoc’h-hu da ober, petra fell deoc’h da souffr evit servich hac evit gloar ho Redemteur hac ho Toue :

Roït din, va Jesus, ur galon leun a anaoudeguez hac a garante evit ar vadelez infinit hoc’h eus bet evidon. Roït din ur galon disposet ha prest da souffr ive dre garante evidoc’h.

Ra vezo scrivet em c’halon
Jesus hac e oll Bassion.



Evit Sul ar Bleuiou.
Meditation voar ar chomsou-mâ eus an Aviel hirio. Eccè Rex tuus venit tibi mansuetus : Cetu amâ ho Roue, ho Toue, pehini a zeu davedoc’h leun a zouçder hac a vadelez.