Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/97

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
93
Ar Sul Bleuiou.

ouz an daul santel ; hac esperout gant fizianç e vezo ho Communion agreabl da Zoue, ha profitabl evit silvidiguez hoc’h ene.

Reflexion varnoc’h hoch-unan.

Ha sourcius oc’h-hu d’en em recueilli abarz er gommunion, ha d’en em zisposi evit un action quer santel, pehini eo ar brassa hac an importanta eus ho puez ?

Ober a rit-hu neuse actou a feiz, a adoration, a humilite, a gontrition hac a garantez ?

N’oc’h-hu quet en em bresantet avisiou ouz an daul sacr heb preparation ebet ?

N’oc’h eus-hu quet credet ez eo avoalc’h evit Sacramanti, besa bet o côves ?

O va Salver ha va Doue, anaout a ràn penaus ar pez so caus ma tennan quen nebeut a frouez eus va C’hommunionou, eo an neubet a breparation a zigassàn evit receo ho Corf sacr hac ho coad precius. Pardonit