Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/278

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

262 Saut Per àrc’hescop. 8 Mae. An eizvet devez a viz Mae. SANT PER , ARG’HESGOP Ar sant-mà a voa guinidic eus an Danfine. He dad pe-hini a voa un deu divar ar mæs, n’en devoa quen sonj ne-met d’he zercliel da, labonrat gantan. Mæs arc’hrouadur iaouanc pehini en em gante galvet da on etat-all , a bedaa he dad da ober dezan studia, bac a reas quement ma voe lequeet er gtndi. Evel m’en devoa ur speret lemm, c’hoant bras da zisqui, ha ma pellee bepret diens ar c’hoarion, e tenas gouden habil bras. Neuse en em rentag religius e urz gant Bernard, hac e cunduas er stad-ge ur vnez qnen humbl, quer mortifiet ha quer parfet, ma voegrætabad eus a gommunaute Tamied e Savoa. O veza abad, e exerce ur charité vraaen andret ar beau-rien hac an oll dremenidi, ho boeta hac ho lojaoll a ree. An abaty a Damiet ne voa qnet epquen ul lojeiz evit an estranjourien, mæs beza e voa c’hoas evit-ho ur scôl asil-vidiguez dre an instructionou mad a ree dezo an abad, ha dré an exemplou bras a vertu e velent en oll religinset. An abad santel-mâ ha quer charitabl, a oue choaset evit arc’hescop eus a Darantez. An escopti-se e devoa ezomeusur pastor vigilant, pehini a laçasse un urs vad enni : he ober . a reas, ha guelet a voe e ber amser ur ferveur vras quen etouez an dud a ilis, quen etouez ar bobl. ' En em blijout a ree ispicial oc’h instrui an dud divar ar mæs bac oc’h ober ar cTiatecbis d'ar vugale. He vadou a voa mui d’ar beaurien evit dezan. Guelet e vije oc’h en em briva he-unan eus ar pes a vize servijet 'dezan ous taul, evit he rei d’ar c’henta paour en em bresante, ha guelet. e voe goude beza roet quement en devoa, o tivisca he zil-lat e creis ar goan, evit guisca ar beaurien. Beza e jvoa ous-pen-se un æl a beoc’h e pep lec’h. Dre he brudanç ha dre he furnez e unanas an duc a Savoa ac ar c’homt Sant-Gîl, pere a oa var ar poent da gaout brezel etrezo, bac e tilivras evel-se ar Savoa hac an Dauûne eus ar maleuriou pere a heul bepret ar vreselliou. Ober a reas ive ar peoc’h etre ar roue a Franc Louis seizvet hac ar roue a Vro-Sauz, pere a edo e bresel. Digitized by G >gle