Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/341

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

JO. Vesevert. Santés Mac’harit. SI j ' REFLEXION. ' Ur rouanes peliini e deus an emmel eus ar rouantelez, a guemer ar sourci da instrui he-unan he l»ugale, ba memes d’ho disqui da lenn. Pe seurt excus a gavo dirac Doue ar mamou pere a layar n’ho deus quet amser da iustrui ho bugale, ha pere n’ho deus quet sourci d’ho c’haç d’an instruction pe d’ar c’hatechis ; hervez an abostol sant Paul, goassoc’h int evit an infidelet. Eil reflexion. Ur brinces a zoug bepret ur guiscamant simpl ba modest. Pe seq?t digarez a allot-hu da zigaç evit excusi ho vanité, pe hoc’h immodesti ? Tredereflexion. Ur brinces iaouanc. leun a fûmes, humhl memes bete varantrôn, bepret christenes, bepret servi-jeres da J.-C., pried leun a vertu, mam a exempl vad , rouanes leun a vadelez evit an oll, ha leun a druez ous ar re baour : pet sujet ar réflexion ne guevomp-ni quet en ur vuez quer santel ! An unnecvel deva Veseven. SANT BARNABAS, ABOSTOL. Sant Barnabas eus a dribu Levi, o velet ar miracl a reas hor Salver e faveur an den paralitiq, excitet dre ur c’hraç intérieur, en em strincas d’he dreid, oc’h he bidi d’be receo etouez he zisquibien. Jesus-Ghrist en recevas, ha dre ar choas eürus-se er c’bargas a chraçou bras. An disquibl fidel-mà quer buan goude-se a verzas he oll va-dou, hac a lacaas an arc’hant e-hars treit an ebestel, oc’h ho ftdi d’he zistribui d’ar beaurien, evit ma vize libr da heulia he vestr divin, ha da vont pelec’h bennac e vize ordrenet dezan. - Goude an disquen eus ar Speret-Glan, e presegas an Âviel e Antioch, hac evel ma oa leun eus ar Speret Santel , e reas e ber amser conversionou burzudus. Mont a cure goude-se gant abostol sant Paul da breseg ar feiz e Licaonii, e Pafos ac e Pamfilii, ac e resont ur mad infinit er broïou-se. Pa ouent digouet er guær a Lystr, e resont eno quement a vurzudoii ma teuas ar bayanet, soueset gant ho miraçlou, d’ho c’hemeret evit doueou ; mæs an X 3 Digitized by Google 52