Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/634

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

' Saut Florant. 7. Du. 0 va Doue, va zennit eus ar bed-m;\, pe distaguit va chaloil diouz ar hed. A n cizvct devez a viz Du. - \ * • SAINT FLORANT , ESCOP. A. R sant-mâ, guinidic eus a Scoss, en em rentas relijius en amser ma edo c’hoas iaouanc, hac a roas souden exem-plou bras a ferveur, a humilité ac a vortification. En am-ser-se e oa guiz etoues ar relijiuset, goude beza bet ins-truet ha furmet er vuez spirituel, da guitât ar gouent gant permission ho abad evit mont da dremen en desert ar rest cup ho buez er pratiq eus ar binijen particulier a inspire Roue dezo. Florant en cm retiras en ur solitud e Cartier Alsaç, e pelec’h e tremene casi he oll amser er gontem-plation , lia. ne ziscontinue he oræson nemet evit labourat un tamic jardin pehini a oa suffisant evit he vaga; he ve-vanç a gousiste e grisiou lousou paredet en dour. Ar sant, o velethe jardin hac he labour dispennet bem-nôz gant al loenet gouez , a bedas an Autrou Doue ne ber-metse quet e rasent mui ar seurt domaij dezan, ha divar neuse ne resont drouc ebet, dont a resont, memes da zona ha da voasa quement outan, ma chôment casi nôz deiz en he guichen. Ar roue Dagobert a gassas un devez tud da chasseal er c'hoad ma edo an hermit santel-mâ ; caër ho devoa baie ne gavent netra ; o veza digoueset erfin gant he ermitaij, e voent soueset oc.’h he velet e creis ur vanden loenet gouez ; ar chasseourien-se pere a oa tud digonsianç , a ziffizias varnezan e aise beza ur sorcer ; he injuria a resont, ac e quemersont c’hoas ar pezic en devoa, bete he vantel. Ar sant a soufras quement-se gant patiantet ha gant dôuçder , ha pa emedent o vont quit, e lavaras dezo : Va breudeur, n'hoc’h eus quet quemeret an oll, gueneoc’h ar voal-mâ, ar rest eus va meubl. . Conta a resont d’ar roue ho avantur. Ar prinç a c’hoan-teas guelet an hermit ; cass a eure d’he glasq hac admira a reas he vertu hac lie santelez. . Un nebeut amser goude-sc e oue choaset evit escop eus a Strasbourg ; gouarn'o cure he escopti en ur fæçon santel Digitized by G, >gle ‘