Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/242

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

. 13 AbfiL Ar prine santel en embreparas dre an Oraeson ha dre ar yun, d’ar gombat a vele erfad en devize ê ber amser da souten evit ar Feiz : douguen a reas ar Cilic, ac e a-joutas cals a vortificationou-all d’ar poaniou eus e brison. £ dad a gassas unan a Vinistret an neretiquet d’e gavout evitessât e drec’hi; maes ar Sant peini en devoe euz ac horror ous quement a broposas dezâ an den fallacr-se, a rebechas dezân e impiete, ac a respontas a-grenn e fel-le dezân beva ha mervel ê Christen mad. Ar Ministr-se o veza distroet da gavout tad ar Sant evit discleria dezâ an dispositionou ê pere en devoa e gavet, an tad dina-tur-mâ dre e goler a gassas var an heur soudardet evit lemel e vuez digant e vap. Etretant Hermenegiïd o santout penaus an declaration en devoa graet a dlie procuri dezâ ar maro ac ar Verzcrin-ti, en em breparas da ober da Zoue ar sacrifi^ eus e vuez; emedo var e zaoulin o recommandi e Ene d^Grouer, pa erruas4ar soudardet barbar-se, pere en ur antren er pri-- son a faoutas dezâ e benn gant un taul haich, ac el lesas maro var ar pave. E Verzerinti a erruas er bloaz 586. Sant Gregor Pap, peini en deus scrivet buez Sant Her-menegild, a zeu da attribui dre virit hadre intercession dirac Doue, ar gonversion eus ar Roue Recareed e vreur, ac eus a oll ganton ar Gothet ê Rouantefcz Spaign. E dad, eme c’hoas ar Pap bras-mâ, en devoe ur glac’har diremed da Veza bet quer cruel en e andret; mses peguer bras benac e voe e gueuz, ne yeas quet cousgoude bete ar gonversion eus e galon. Anaout a reas ar virionez eus a Religion e vap; maes an aoun en devoa na vize Didrô-net, ma razze evel e vap, a reas dezan mervel Heretiq. REFLEXION. Tad Sant Hermenegild a zeuas da anaout ar virioñez eùs a Religion e vap, ha cousgoude e varvas Heretiq. Recareed, breur d’ar memes Sant, a oue furoc’h : deplori a reas maleur e dad, ac e heulias exempl e Vreu^ santel. Petra servich anaout ar pez a dleer da ober, ma ne reer quet ar mad a ouzeur ? Quemense ne ra nemet hon renta cou-paploc’11. Na heuliomp morse ar goal exempl; n^en em gontantomp 4 3 AbriL s\nt hermenegild. - " $3 i