296 SANT UBALD. 16 Mae. REFLEXI0N. Ne faut nemet un den santel en ur Gommunaute ac en un tieguez êvit convertissa dre exempl ar re indevota; maes ret e dezan evit quemense caout cals a zoucder ha cals a batiantet. Ar seitecvet devez a viz Maè. SANT PASCAL BELON. A.R Sant-mâ a ïoa guinidic eus a Rouantelez Arragon. E guerent pere a ïoa labourerien douar ac a veve var boez o divrec’h, a admire an natur vad ac an inclination gaèr a remerquent ennân evitar vertu. Choant bras o devoa d’èn lacaat er scol, maes beza ez-oant quer paour ma ouent obliget d’e lacât ètouez an estren evit divoal al loenet. Pascal, peini eus e gostez a ïoa ive c’hoantec da zis-qui, o veza cavet ar voyen da gaout un A B C, ne vanque 1 (Juet da vont liessa ma aile da gaout ar re a ouïe lenn, gueich unan, gueich un-all, ha d’o fidi en han Doue d^n disqui : er fsecon-ze e tescas souden lenn mad. Goudese ne vize muy guelet en dro d’e loenet nemet gant ul Levr devot benac en e zorn, pe e Rosaera peini a recite bemdez en enor d’ar Verc’hes Vary, evit peini en devoa un de*-votion special ha tener meurbet. Petra benac ma seblante e stad beza propr ha commod evit conservi e innoijan^, cousgoude e cave difficulteou ennân^ Ar re gant pere eïoa obliget da veva ne oant quet quer reservet na quer modest eveldân en o c’homsou nac en o actionou. Quemense a reas dezâ quemeret ar reso-lution da guitât ar bed, ê peini e cave cals a zangerou evit e silvidiguez. Mont a reas eta da ur Gouent eus a Urz Sant Frances taust d’ar Guaer a Montforr, ê pelec’h e oue recevet evit Breur d’an oad a naontec vloaz. Miret aree arReglen gant ur ferveur vras, ac e iequee e oll studi da ober pep-tra, an traou distera memes, gant un intantion santel ac er fae^on ar parfet
Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/308
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet