Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/337

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

31 Mae. sant isaac, iiermit. 323 dezo, evit beza dispriget un avis mad roet dezo gant un Tad pe ur Vam, gant ur Maestr, gant o Chonfessour pe gant o Fastor \ An unan-ha-tregont a viz Maè. SANT LIBERAT, MERZER. Liberat, Medecin habil a Gartage, den vertuzus ac a exempl vad meurbet, a ioa consideret evel tad ar beau-rien en amsereus ar bersecution a reas d’an Tlis Huneric Roue ar Vandalet, peini a ioa un Heritic aheurtet, ac un Tirant quer cruel, ma reas mervel dre ar c hruela tourmanchou ouspen pevar c’hant mil Merzer. An Tirant-se o veza ordrenet lemel o bugale digant ar Gristenien Gatholiq, evit o elevi etouez an Hcriti* quet Liberat en devoe ar glac’har da velet tenna dïgan-tan daou vap en devoa. E brie^i peini a ioa ur vreg a vertu ac a gouraich, oc’h er guelet trist, a lavaras dezâ : penaus eta, Liberat, a c’hui falfe deoc’h coll hoc’h ene dre ar garantez oc’h eus evit ho pugale ? Na songit muy enno quen neubeut evel pa ne vent bet biscoas er bed : Jesu^-Ghrist, dre’n abec da beini o lamer digueneomp, en devezo sourei anezo. Liberat o velet couraich e bried, en em rassuras: chom a eure ê peoc’h var boés e vugale, ha ne songeas muy nemet d’eh em brepari da vervel evit ar Feiz. Neubeut amser goudese e oue prisonniet an daou Bri-ed santel-mâ. Osepari a rezeur an eil dious eguile, ac evit aessa trec’hi o c’houraich ne oue espernet netra, na na goall-dretamant, na tromplerez memes. Dont a re-zeur da lavaret d’ar vreg penaus he fried en devoa en em soumetet da urz ar Roue, ha penaus en devoa cenchet Religion. Ar c’hêlou-ze a reas poan dezi, mses ne rèzont quet dezi coll couraich : clasq a reas ar voyen da goms outâ, ac e gavout a eure, Neuse e lavaras dezân en Ur vouela : a possibl eo e vec’h-u bet maleürus avoalc’h evit renon? d’ho Toue? Penaus eta, evit conservi ur vuez quer fragil, a chui fell deoc’h en em goll durant 326 SANT