Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/376

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

364 saotes ediltrud. J50 Vezeven. en deus roet a amser-da-amser ar seurt exemplou bras-se, evit Eil Reflexion. Santes Ediltrüd e deus tremenet he buez en ur burete ac un innocan^ dign eus a admiration an iElet me-mes; cousgoude Doue en deus-hi affliget dre ur c’hlênvet es-tranch. Doue o veza ar Maestr eus hor buez, a ell hon eprouvi dre ar c’hlénvet a blich gantân. Eürus an hini a ra un usaich mad eus ar c’hlênvet; neubeutoc’h e sant e boan ha cals a vi-rit en deus. Er c’hontrol an nep azeu d’en em jala en|he glên-vet ne soufr quet neubeutoc’h evit-se ; er c’hontrol crisqui a ra e boan dre e chagrin ac e inauietud, ha peguement a veritou ac a gonsolationou n’en em briv quet ar re pere en o c’hlênvet ne songeont nemet en ho foan , eb songeal er pez a ell o c’liQiirachi ac o c’honforti en o anquen ? Peguen douc eo da tin den clan suporti e glêhvet, pa en em laca da songeal er bo-an en deus meritet evit e fautou tremenet, ha pa gonsider glo-ar an Eê peini a ell da veritout dre e batiantet ac e resination da volontez Doue. An unan-varn-uguent a Vezeven. SANT LOUIS GONZAG. Ar Sant-mâ quen illustr dre an dispris en deus grael a c’hrandeuriou ar bed ha dre an innocan^ eus e vuez, a ïoa map d’ar Prin^ Ferdinand, Marquis a Chatillon ê Lombardii. Beza endevoa a vianic un inclination gaér evitarvertu, ac ispicial evit ar burete. D’an oad a seiz vloaz en devoa pedennou reglet, pere ne vanque quet da lavaret bemdez : ar beden ac ar studi a ïoa e oll divertis-samant. N’en devoa c’hoas nemet nao bloaz pa reas veu a chastete; ha quer reservet e ïoa var ar poent-se, na bermete jamaes er sicourze e vevel a gambr evit e zivisca. Sant Charl-Borromee en ur dremen dre Chatillon a admiras an tensor a c’hra<j a remercas er c’hrouadur eürus-mâ. Lavarèt a reas dezân ober eb dale e guenta Communion, ac e roas dezân meur a avis spirituel, pere en devoe ar Princ yaouanc sourci bras da lacât ê Pratiq. 21 Vezeven. sant LOüis gônzag.