Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/604

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

FRANCES. 4 Her*. evit disquez dezân ar fallentez eus a Lesen Mahomet, ac evit disqui dezân ar goir hent eus ar sitvidiguez. Un declaration quen hardiz a dlie meritout dezâ ar Gurunen a verzerenty, mses Doue a reserve d’e servicher fidel ur Verzerenty-all. O veza distro eus a Syrii, en em dennas en ur Gouent eus e Urz, var Menez Alvern, ê pelec’h o pratica morti-ficationou dreist-ordinal e tremene an deiz ac an nôs o contempli Passion hor Salver. Eno epad ur vision admi-rabl, e recevas en e zaouarn, en e dreit ac en e gostez ar mercou ac an impression eus aGouliou Sacr hor Salver, acendaou vloaz ma vevas goudese, e soufras gant e Chouliou ur boan vras meurbet, peini a voa evintâ ur Verzerenty a garantez. Oc’h anaout e tostee fin e vuez, e teuas d’e Gouent hanvet Intron Varia-an-^Elez, ê faveur peini en devoa recevet digant Jesus-Christ an Indulgean^ou bras han-vet Portioncùl. Erfinar Patriarch seratiq-mâ, goude beza exhortet e vreudeur da garet ispicial ar vertu a baourentez, a bedas hor Salver d’o beniguen, ha da zerc’hel lec’h a dad de-zo; ac o veza graet lenn dirazân Passion Jesus-Christ, e rentas e Ene gant ur peoc’h bras, etre divrec’h e Religiu-set, er bloaz 1226, aan oad ha bemp bloaz ha daou-uguènt. REFLEXI0N. Sant Frances en deus caret ar baourentez, renoncet en deus da vadou ar bed, revuset en deus quemeret renchou evit en em sustanti e-unan ac eReligiuset. O paourentez eürus, pcini e deus-èn rentet querpitividic é grac Doue ac er vertuziou ! Ed Reflexion Ar Sant-mâ goude beza recevet gra^ou ha fa-veuriou extraordinal eus an Eê, a gundüe bepret ur vuez peni-tant ha mortifiet-bras; ar pinigennou ac ar mortificationou ne servichont quet ebquen evit satisfia evit hor fautou tremenet, servichout a reont c’hoas evit conservi ar vertuziou, ac evit hon renta muy-oG’h-muy hênvel ous Jesus crucifyet.