Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/646

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

st. 26 Here. a reas erfin e arreti ac e brisonnia. Ur joa vras en devoe dre ma voa cavet dign da soufr evit Jesus-Christ, ac e achuasurvuez quer santel dre ur Verzèrinty glorius, var dro c’huec’11-uguent vloaz goude Donediguez hor Salver. REFLEXI0N. Sant Evarist a falveas dezân revus ar Garg ac an Dignke hue-la ac an enorapla eus an Uis; quen humbl e voa ma represan-tas memes peguen indign e zoa eus ar garg-se. Peguement a dud presomptuus ha superb a sonch dezo beza capabl ha bep-tra. Cousgoude un dracerten eo penausachanomp hon unan ne doump capabl a netra ebet. Antreomp ennomp hon-unan, consideromp nor fragilite, hor sempladurez ac hon neant, ac e teuimp da veza humpl. Ar seizvet-vdrn-uguen a viz Here. SANT PER PASCAL, ESCOP HA MERZER. A.R Sant-mâ guinidic eus a Spaign, a gare quement ar beaurien en amser ma edo c’hoas crouadur, ma oa e vras-sa pligeadur cass dezo, ha ranna etrezo an alusennou a ree dezo e dad ac e vam; divocret a ree memes e-unan darn eus e voed, evit e rei dezo. Querquent a m’en de-voa desquet e gatecis, en em blige ive meurbet oc’h e zis-qui d’ar vugale eus e oad. Goude beza graet e studi, e antreas ê Urz Redamption ar Gaptivet, nevezinstruet gant Sant Pêr Nolasq. Durant e noviciat pep-unan er c’honsidere evel un exempl par-fet eus ar berfectionReligus, ha ret oue d’e Superioret moderi e ferveur ac e vortifi<*ationou. Ar Roue eus a Aragon o veza clevet coms eus e sante-lez, e brudan^, ace virit dreist-ordinal, er goulennas evit precepteur d’e vap. Ur Pales ne voa quet un demeuranc agreabl evit un den quen humbl ha quer mortifiet, maes