en devoa lequeet e garantez e Croas Jesus-Christ, ha penaus ar beaurien a vise e vugale, ha graç Doue e binvidiguez.
E Vam o veza deut ive da vervel, e verzas e oll vadou evit caout ar voyen da sicour ar Gristenien dalc’het e captivite gant an infidelet, eus a bere e tilivras ouspen tri c’hant.
Un nosvez o consideri dre be voyen e vise gallet sicour ar gaptivet-all a oa neuse, hac a re a vise en amser da zont, ar Verc’hes Vari a roas dezàn da aznaout, en ur vision, e vise agreabl dezi e teuzie da institui un urz a religiuset dindan an hano eus an Itron Varia a Druez, evit redemption ar gaptivet, o prometi dezâ he sicour hac he frotection. Ne zaleas quet da ziscleria quemense da Sant Remon Pennafor e Goessor, da behini ar Verc’hes santel e devoa revelet ar memes tra er memes nosvez. Neuze e yezont o daou da gaout ar Roue eus a Aragon evit discleria dezâ ar miracl ha an dessein o devoa ; mæs soueset e voent, hac ur joa vras o devoe pa glefsont ar Roue o tiscleria dezo ar vision en devoa bet ive e-unan, pehini en em gavas conform d’o hini. En em lacaat a resont a neuse o zri da brepari quement a voa necesser evit institui un urz quer santel. Da vouel Sant Lauranç, Per Nolasq a guemeras an habit eus an urz, dre daouarn an Escop a Varcelôn. Ouspen an tri veu ordinal ar ra ar Religiuset, e reas ur bevare dre behihi èn hac ar re eus e urz en em oblige oll, non pas hepquen da glasq ha da zestum alusennou evit mont da zilivra ar Gristenien captivet, mæs c’hoas d’en em rei o-unan evit o rançon, pa vize ezom. Daou Digentil a reas profession er memes amser ; hac ar Roue a roas d’ar Sant-mâ ur penn eus e Balæs ar Varcelôn, evit ober ar c’henta ty eus an Urz.
Doue a scuillas e venediction var an urz nevez-mâ. Quement a dud santel en em bresantas evit antren ennân ma en devoe ar Sant ar gonsolation da velet, ê neubeut amser, e urz fountet en oll quæriou bras eus a Arragon ha Cataloign.