Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/102

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31 Guenver.
95
Sant Per Nolasq.


Eil Reflexion. Per Nolasq o veza crouadur a selle gant quement a druez ous ar beaurien, ma vouele oc’h o guelet, hac evit e gonsoli e vise ret reï dezâ un alusen bennâc da gaç dezo.

Exempl caër evit an tadou ha mamou d’en em voasa da ober o alusennou dre daouarn o bugale. Ur voyen vad eo da inspira dezo ar vertuz a garantez, ha da denna var o bugale, couls ha varnezo o-unan, trugarez, graçou ba benedictionou an Autrou-Doue.



Ar c’henta devez a viz Fevrer.


SANT IGNAÇ, ESCOP HA MERZER.


————


Ar Sant-ma en devoe an eur da veza unan eus a Zisquibien Sant Yan Evangelist, pehini a inspiras deza ar garantez ardant en devoe bepret evit Jesus-Christ, bete fin e vuez. Jugi a eller eus e vertuz hac eus e vilit rar dre ar choas a reas an Ebestel anezâ evit gouarn un Escopty quer considerabl evel an hini a Antioch.

Gouarn a eureu an Ilis-se epad tost da zaou-uguent vloaz gant ur zêl apostoliq. En amser ar bersecution ne abandounas biscoas e bopl, petra bennâc m’en em gave eh danger eus e vuez ; assista a ree ar re baour, consoli ar re-all, ha souten ar gouraich hac ar feiz eus an oll. E vrassa desir oa da souffr ar Verzerinti, ha lavaret a ree penaus n’en devise quet credet en devise ur guir garantez evit Jesus-Christ, quen na zeusie da scuilla e goad evintàn.

An Ampalaer Trajan o veza bet informet eus an hardieguez gant pehini e prezegue ar feiz, a ordrenas d’en em sesia anezàn, hac de gundui gant sonudardet d’ar guer a Rom, evit beza exposet eno d’al leonet ha d’an tigret, ha servichout da zivertissamant d’ar bayanet, o velet ar gombat a vize etre al loenet-se hac èn.